Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Inscription en 6e : les infos pratiques

Hiziv, an 9 a viz Mezheven 2020, hon eus bet listennad ar skolajidi 6vet klas a zo bet staget ouzh hor skolaj.

Daou vod ho po da gaout teuliad-enskrivañ ho pugel :

  • pe e vezo roet dezhañ gant ar skol, m’eo skoliataet er skol Jules Ferry ;
  • pe e vezo kaset deoc’h dre lizher adalek an 11 a viz Mezheven 2020.

Ret e vo leuniañ an teuliad ha degas anezhañ d’ar skolaj war an eurioù ma vez digor ar sekretourva E-PAD SIZHUN AR 15 A VIZ MEZHEVEN :

  • etre 8e15 ha 19e d’al Lun, Meurzh, Yaou, Gwener ;
  • etre 8e15 ha 12e30 d’ar Merc’her.

Trugarez en a-raok da zoujañ an eurvezhioù-se evit degas teuliad ho pugel, evit ma c’hellimp kenderc’hel gant hol labour prientiñ an distro-skol.

Degemer mat er skolaj François Tangi-Prigent !

Dans la même rubrique…