Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Sortie à la Fête de la Science de Morlaix

D’al Lun 4 a viz Here eo bet ar c’hlasad 6vet2 oc’h ober un droiad e Fest ar Skiant. Setu amañ o rentañ-kont :

Les ateliers de la Fête de la Science
Atelier sur le plastique
Dissection d’un dauphin

Bet omp e Fest ar Skiant e Michererezh ar Butunioù, gant hor c’helenner teknologiezh hag Amandine. Meur a stalig a oa. Un eztaoladenn dre gomz diwar-benn ar saotradur a zo bet graet deomp gant liseidi eus Tristan Corbière. Savet o doa ur film diwar-benn ar mikroplastikoù.

Kalz re e vez saotret an Douar ganeomp : setu ar pezh a zo chomet en va fenn.

Komzet hon eus diwar-benn ar saotradurioù war an traezhennoù. Al lastez plastik a vez taolet en natur a echu o red en dour. Kaset e vezont gant an avelioù ha gant ar redoù-dour. Ur 7vet kevandir a zo bet stummet ganto. Hir-meurbet eo d’ar plastik mont da get en natur !

Kalz droug a ra al lastez d’al loened ivez : baoted, delfined… Komzet hon eus diwar-benn ar plankton ivez -pa vez lonket mor gant unan bennak, e vez evet plankton war un dro !

En ur stal-labour hon eus graet ur boelladennig evit gouzout penaos e oa marvet an delfin : unan faos, evel-just ! Diskejet eo bet ganeomp. En e gof hon eus kavet : ur voutailh, bezhin, ur rae, ur sac’h-plastik…

Dañjerus eo ar plastik pa vez er mor. Debret e vez gant pesked bihan. Ar re-se a vez debret gant pesked brasoc’h, a vez debret gant pesked brasoc’h c’hoazh. Ganeomp-ni e vez debret ar pesked-se o doa debret pesked o doa debret plastik hag o doa debret pesked hag o doa debret plastik. Droug a ra d’hor sistem koazhañ. Degas kleñvedoù a c’hell, krignoù-bev da skouer.

Ar pezh a zo chomet en va fenn eo ez eo ret implijout an nebeutañ posubl a blastik evit lakaat un harz da gement-se. Ret eo implijout traoù adimplijabl hag adaozañ ar plastik. Posubl eo ivez : prenañ a-drak, plastifiañ follennoù hag implijout merkerioù da skrivañ warno kentoc’h eget implijout post-it…

D’ar Meurzh 5 a viz Here e oa bet tro ar 6vet1. Setu amañ o rentañ-kont :

Stal-labour Keoded ar Skiantoù : 3D makers

Atelier 3D makers
Les élèves au travail
Impression 3D
Le dé modélisé

Staliet omp bet a strolladoù tri ouzh taolioù gant un urzhiataer hag un dablezenn. Displeget ez eus bet traoù diwar-benn an 3M deomp :

  • Ijinet eo bet ar moulladur 3M e Frañs gant daou glasker. N’o doa ket marilhet o breou ha 3 sizhun war-lerc’h ez eus bet marilhet unan gant un ijinadenner amerikan.

• Evit modelaat un dra e 3M eo ret e luc’hskeudenniñ a bep tu. Gant an urzhiataer e vez krouet ur moulladur e torosenn.

• Da meur a dra e c’hell servijout ar moulladur 3M. Delwennigoù, maketennoù, kirri a servij evit ar prouadoù kirri, ur pont houarn (gant ur voullerezh bras-kenañ neuze !), boued, hag e medisinerezh zoken : protezennoù, imboudoù kroc’hen, migorn ar skouarn…

Diskouezet ez eus bet deomp ur vaketenn eus ar Radom a oa o paouez bezañ moullet gant ur voullerez 3M. Tomm e oa.

Goude hon eus desket penaos implijout ur poellad evit sevel un diñs. Implijet e vez ar poellad Sketchup : war ar skramm e c’heller lakaat an diñs da fiñval a bep tu ha cheñch e vent gant urzhioù lies. 20 mn zo ret evit moullañ an diñs.

E-barzh an herberc’h yaouankiz e oa ar stal-labour. Eno e vez degemeret touristed. Herberc’hioù yaouankiz a zo e pep lec’h er bed.

Stalioù-labour er Manu

Maketenn koskoriad an heol

Stal-labour furchal. Gwelet hon eus objedoù eus an Neolitik (maen-kailhastr, klopennoù loened, stilhonoù…)

Produioù bezhin enno : er madigoù ez eus diouto zoken !

Graet hon eus ur sianotip gant skolajidi Susinio. Implijet e vez ur produ o reaktiñ pa vez dindan gouloù an heol : dont a ra da vezañ glas.

Hent ar plastikoù hon eus gwelet gant liseidi eus Tristan Corbière.

IMG_20211004_140541