D’an 22 a viz Meurzh eo bet degemeret en hor skolaj skolidi Sant-Seo ha d’ar 25 a viz Meurzh skolidi divyezhek skol ar Boan-Benn ha skol Jules Ferry. Lod e oa an obererezhioù-se eus hor raktresoù pedagogel ha deskadurel : Brigadennoù emell er varzhoniezh, sizhunvezh ar gazetennerien, 30 vloaz gwirioù ar vugale, Christmas Cards, raktres DKS ha kement a zo.
Ar bloaz-mañ, en abeg d’ar c’henarroud pandemek, n’eo bet degemeret pep strollad nemet war un devezh.
Un devezh evit dizoloiñ un endro labour ha buhez nevez : salioù kentelioù, salioù skiantoù (urzhiaterezh, SVD, teknologiezh), sportva, self.
Un devezh evit dizoloiñ buhez ur skolajiad : cheñchamant kelenner da bep kentel, cheñchamantoù sal, kentelioù ha ne oa ket anezho er skol (Labourioù Pleustrek -LP- war ar skiantoù da skouer), pred er self, stal-labour ehan kreisteiz.
https://sites.google.com/view/svttanguyprigent/projets/les-cm2-au-coll%C3%A8ge
Un devezh evit prientiñ gwelloc’h an distro-skol : ober anaoudegezh gant e endro labour nevez a roio tro d’ho pugel da vezañ sederoc’h da vare an distro-skol.
Ur chomadenn er skolaj deuet kaer !
D’ar 6 a viz Ebrel e vo degemeret skolidi Gambetta ganeomp. Ha spi hon eus da zegemer skolidi niverusoc’h Jules Ferry a-raok fin ar bloaz ivez.