Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Daead Cube.S

Enskrivet eo hor skolaj d’an daead Cube.S peogwir ez eo c’hwi, ar “remziadoù da zont” !

Er bed a-bezh e labour ar skolajidi hag al liseidi asambles evit sevel un dazont gwelloc’h ha stourm ouzh kemmadur an hin. Ha c’hwi aktourien gwir ar bed warc’hoazh, e c’hellit cheñch an traoù er skolaj dija ! Gant ar stignad Cube.S ho peus tro d’ober traoù fetis ha da gizidikaat an dud, en ur dennañ ho mad eus ur genstrivadeg vroudus-mat aozet er Frañs a-bezh.

Evit sikour ac’hanoc’h da gas pelloc’h ho rol kannadourien an espern energiezh hag an diorren padus, ho peus ur c’hit “kannad” ennañ elfennoù teknikel ha peadra da gehentiñ gant ho familh evit ober traoù gantañ.

Amañ dindan, ur video o tisplegañ ar raktres.

CUBE.S

Teulioù da bellgargañ