Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Deuet brav an devezh enbarzhañ

D’ar 4 a viz Gwengolo eo bet graet e Karanteg devezh-enbarzhañ ar 44 skolajiad 6vet eus ar skolaj Tangi-Prigent.

Goude bezañ graet c’hoarioù evit en em anavezout war traezhenn ar C’helenn eo bet ar bagad skolajidi d’an Enez Kalod, en ur dremen dre hent an aod. Gwel kaer Kador ar C’hure en deus roet tro da lennadenn ur gontadenn ha d’ul lennadenn ardremez.

E Kalod e oa bet debret ar pik-nik, da gentañ-tout, evit adkemer nerzh…

[fr]

Gant ur genstrivadeg oberennoù dibad, war an draezhenn, e oa bet broudet ijin an arzourien yaouank.

Gant al loc’heta o deus dizoloet hor skolajidi ekosistem un enezenn ha bet o deus tro da vezañ kizidikaet da wareziñ an endro. Adlakaet eo bet an holl zalc’hoù e-barzh ar mor.

Daoust d’ar maskloù e oa bet un devezh enbarzhañ kaer !!!

102_7035 102_7106