Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Les Collégiens chantent Molière

E-barzh stern festival kan lazoù an akademiezh ez eus bet divizet gant 6 laz-kanañ eus bro Montroulez lidañ 400vet deiz-ha-bloaz ganedigezh an dramaour meur a vro-C’hall Jean-Baptiste Poquelin : Molière ! E pol sevenadurel ar « Roudour » e Sant-Martin-war-ar-maez eo en em gavet digwener tremenet (11/03) lazoù-kanañ ar skolajoù Tangi-Prigent, Mendès France, Roz Avel, Jacques Prévert, Kerzourat hag ar C’hastell evit pleustriñ a-hed ar mintinvezh gant Julien Joubert, sonaozour ar pezh sonerezh « Le fameux Molière ». 115 skolajiad bennak a oa o kanañ holl asambles evit ar wezh kentañ war leurenn ar Roudour, dindan renerezh farsus-meurbet ha, koulskoude, pizh-kenañ, ar sonaozour e-unan. Un taol-arnod ha ne vo ket disoñjet ganto : ezteurel, liammoù, jestroù, n’eus bet laosket netra a-gostez. Gant se e c’heller bezañ sur e vo kaer abadenn ar 24 a viz Mae er Roudour (eztaoladenn bublik) a vo enni, ouzhpenn, lazoù kanañ ha sonerien, ha stal c’hoariva ar skolaj Tangi-Prigent a silo pezhigoù-c’hoari gant Molière.

VID-20220314-WA0008
IMG-20220314-WA0006
IMG-20220314-WA0007
IMG-20220314-WA0009
IMG-20220314-WA0010

Documents à télécharger