D’al Lun 29 a viz Meurzh eo bet ar c’hlasadoù 6vet oc’h ober un droiad er-maez evit sellet pizh ouzh ar vevliesseurted hag evit heuliañ kresk ar gwez o doa plantet en diskaramzer.
Ret e oa sevel ur brastres alc’hwezet eus an takad, a oa da ziskouez warnañ ar meteier disheñvel : pradenn, kleuz, foz, hent…
Sellet pizh ouzh ar spesadoù lies, merzout o deus kresket ar gwez bet plantet.
Selaou : Peseurt trouzioù a vez klevet ?
Da 11e e oa 21° dija !
Un droiad vrav hag a vije mat he adober a-benn ur prantad amzer evit sellet ouzh kresk ar gwez.