Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Soubet an 3deidi e Tristan Corbière

D’al Lun 1añ a viz Ebrel e oa bet aozet gant al lise Tristan Corbière un devezh soubidigezh el lise evit 37 skolajiad 3de klas eus skolaj Tangi-Prigent Sant Martin war ar Maez gant o fenngelennerez Marion Quéré.

Degemeret e oant bet gant an div eilrenerez eus al lise, a-raok gweladenniñ ar savadurioù gant liseidi eilvet ha kentañ klas, mont da gentelioù ’zo hag eskemm gant ar gelennerien.

Soubet skolajidi e Tristan Corbière

Goude un daol-ront gant liseidi eilvat klas o doa leinet ar skolajidi er self evit en em voazañ ouzh al lec’h nevez-se. Goude lein o doa kemeret perzh e labourioù fizik-kimiezh hag SVD pleustrek aozet gant ar merc’hed-lab Hélène Morvan, Valérie Gisquet ha Sylvie Inizan.

(Mammenn : Telegramm 04/04/2019)