Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Stignad FLS : gweladenniñ un ti-kêr

Eus Breizh-Veur, eus Ginea, eus Pakistan, eus Tibet, eus Vietnam… hag eus lec’hioù all e teuont. N’eus ket pell a zo o deus dizoloet Frañs ha labouret war hec’h ensavadurioù er c’hlas. Asantet o deus Ao. Maer Sant-Martin-war-ar-Maez hag an eilmaer e karg eus an aferioù-skol reiñ amzer dezho evit kinnig dezho istor kumun Sant-Martin-war-ar-Maez, mont en-dro an ti-kêr hag eskemm ganto.

Dedennet ar skolidi gant an emgav, ha lorc’h enno !

Skoliataet e meur a skol zisheñvel eus bro-Montroulez e teu ar skolidi er skolaj Tangi-Prigent div wezh ar sizhun. Heuliañ a reont kentelioù ar stignad FLS. Gant o c’helennerez Sylvia Kerdiles e teskont ar galleg ha penaos e vez aozet hor bro, a-benn sikour anezho da gavout o flas e Frañs.

Achaïnour, Andrea, Djibril, Luljan, Soya, Siliman hag holl skolidi all ar c’hlas o doa degaset ur bern goulennoù da sevel d’an dilennidi. Komprenet o deus pegen pouezus e oa labour an ti-kêr ha penaos e klaskent respont eus ar gwellañ hag eus ar pleustrekañ da ezhommoù annezidi ar gumun, en ur bediñ anezho, da skouer, da gemer perzh en un difrae-perzhiañ evit sevel raktresoù.

Eskemmoù e sal ar c’huzulioù

Pinvidik-tre eo bet an eskemmoù e-pad an emgav-se, evel ma vez ar c’hlas-se, enni yaouankizoù eus an holl sevenadurioù, bodet gant o youl boutin da zeskiñ galleg.

Kejadenn frouezhus evit an holl
IMG_20191202_100337