D’ar Yaou 2 a viz Even o deus gellet ar skolajidi tañva ur pred latin. Ar c’heginer, Pierre Saint-Jalmes, en doa fardet meuzioù fin doare an Henamzer evito, gant sikour ar skolajidi o teskiñ latin. War roll ar meuzioù : ur saladenn gant un tapenade da heul (rekipe epityrum Apicius), leue giz Roma ha patina per (patina de piris, rekipe troet gant ar 5veidi o teskiñ latin).
- 20220602_115429
- IMG_20220609_233649
- IMG_20220609_233656
- IMG_20220609_233641