Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Raktres Gwirioù ar Vugale/UNICEF

D’ar Meurzh 5 a viz Du eo bet degemeret an Itr. Aline Tassin, a-youl-vat en UNICEF, gant skolajidi an tri 6vet eus hor skolaj. (UNICEF a dalv Fonds des Nations Unies pour l’Enfance/ Font ar Broadoù Unanet evit ar Vugale.

Kinniget he deus an Itron Tassin an UNICEF en ur implijout skorioù pedagogel diwar-benn Gwirioù ar Vugale. Ar pennad-kaoz-se a gave e blas e-barzh an Hentad Keodedel hag ivez e-barzh ur raktres kaset da benn evit lid tregont vloaz Kenemglev Etrebroadel Gwirioù ar Vugale, bet sinet d’an 20 a viz Du 1989.

Skolajidi entanet gant ar raktres

Skolidi an Itr. Larvor hag an Ao. Cadou a zo bremañ o vont da vezañ kannaded UNICEF skolidi CM1-CM2 an Itronezed Gourvil ha Lescop hag an Aotrou Veillon eus ar skol Jules Ferry. Goude m’o do graet ul labour imbourc’hañ ha savet skritelloù ez int da ginnig d’o c’hamaraded eus ar skol kentañ derez Gwirioù ar Vugale hag an obererezhioù a vez kaset da benn gant an UNICEF dre ar bed. Gant ar raktres-mañ e labour ar skolajidi war meur a varregezh : labourat a-stroll, klask dielloù, skrivañ, ezteurel dre gomz… Evit ar gelennerien ez eo un digarez brav da genderc’hel gant al labour boulc’het war al liamm etre skol ha skolaj.

Al labour a-stroll
Al labour a-stroll (adarre)
Ur stal bet kavet dedennus gant ar skolajidi
Ar stal adarre

Prestet eo bet d’ar skolaj gant an UNICEF, ouzhpenn, un diskouezadeg diwar-benn Gwirioù ar Vugale a c’hell bezañ gwelet gant an holl er c’hKTT.