Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Harz d’an harellat !

An doujañs eo unan eus ar pennaennoù diazez a glaskomp kelenn d’hor skolajidi :

  • doujañs etre skolajidi ;
  • doujañs ouzh holl goskor ar skolaj ;
  • doujañs ouzh ar madoù boutin.

Evit-se e vez lakaet e plas ganeomp, evit hor skolajidi 6vet klas, un obererezh evit dizarbenn an harellat, hag ar siberharellat peurgetket.

Aozet e vez an obererezh dizarbenn-se e kevelerezh gant edukatourien lec’h ar re yaouank e Sant-Martin-war-ar-Maez. 15 prantad bennak a vo en holl.

Kavout a ra he flas, ivez, en devezh stourm ouzh an harellat, d’ar 7 a viz Du 2019.

Dre se hon eus spi e c’hellimp dizarbenn an harellat en hor skolaj, en ur lakaat ar skolajidi da gompren hon eus holl ur giriegezh bennak er walenn-se.

Harz d’an harellat

Pennad-kaoz gant an Ao. mezeg Catheline da vare devezh broadel ar stourm ouzh an harellat er skol, l

Perak, hervezoc’h, eo stag an harellat er skol ouzh ar gevredigezh a vevomp enni ? En hor c’hevredigezh e vez lakaet ar pouez war an unan kentoc’h. Kregiñ a ra an harellat, dres, pa chom sac’het dinamik ar strollad. Pa vez harellerezh ez eus d’en em soñjal war ar “bevañ asambles” eta. Penaos e vez degemeret an hini all ? an hini disheñvel ? : p’en em laka ur bugel da harellat unan all eo peogwir e sant un diforc’h a zistabila pe a zirenk anezhañ. Stourm ouzh an harellat zo un doare da brientiñ ar vugale da sevel ur gevredigezh a zegemero gwelloc’h an holl.

Penaos gouzout ez eus harellerezh-skol ? N’ez eus nemet sinoù e-kichen, siwazh. Er skol, e c’hell ar bugel erruout gant dale en un doare sistematek, dont hep e zafar-skol, e zisoc’hoù a c’hell mont war ziskar, da skouer. Er gêr : diaezamantoù evit kousket, drougoù iskis (abalamour d’ar somatizañ) pe implij stank ar skrammoù pe ar c’hoarioù video… E gwirionez, n’eus forzh peseurt kemm er boazioù, en emzalc’h pe en temz-spered a zle lakaat an dud war evezh. Ret eo kemer amzer da sevel goulennoù neuze, o pouezañ war ar fed e vez harellerezh aliesoc’h eget na vije kredet. Reiñ a raio ostilhoù d’ar bugel harellet evit mont dreist ar santimant a vezh a harz outañ da gaozeal.

Petra a gav deoc’h a vije d’ober evit stourm ouzh an harellat er skol ? Kaozeal diwar e benn ! Pouezus-bras eo ar c’houlzoù-kizidikaat. Ar fed e vije bet diazezet un devezh-stourm bloaziek ha krouet un niverenn wer a c’hell bezañ eñvoret aes a zo keleier a-feson. Memes tra evit an obererezhioù a dalvoudeka intruduioù kemeret gant skolioù a zo. Estreget evit ar vugale e tle an obererezhioù-se bezañ graet, an holl dud deuet ivez o deus da vezañ lakaet e-barzh ar jeu. Ne c’hell ket mui ar gelennerien chom o-unan gant ar gudenn-mañ. Mont war-zu an dud deuet kement ha war-zu ar skolidi a vo an doare efedusañ da dalañ outi.

Penaos lakaat e plas un eskemm frouezhus etre tud ar vugale, ar vugale hag ar skipailh pedagogel ? Selaou an eil re ar re all, da gentañ. Ma vez gouest an dud gour da blaenaat o diemglevioù en un doare pozitivel e vo ur skouer vat evit ar vugale. Penaos goulenn gant ar vugale dont a-benn eus o zabutoù ma n’eo ket gouest o zud d’ober kemend-all !

Lechienn dizarbenn ar gouarnamant : http://www.nonauharcelement.education.gouv.fr/