Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Ur vrav a zevezh enbarzhañ e Karanteg evit ar 6veidi

Un nebeud luc’hskeudennoù eus devezh an 10 a viz Gwengolo 2018, ma oa aet skolajidi ar skolaj da Garanteg gant ar bus. Da gentañ o doa graet c’hoarioù evit deskiñ o anvioù-bihan er C’helenn. Goude e oant bet o vale war ar wenodenn-aod, betek traezhenn an Aod Wenn el lec’h m’o doa leinet. Goude lein e oant bet o loc’heta, o tizoloiñ spesadoù an aodoù hag o sevel oberennoù dibad war traezhenn Enez Kalod. Eus ar c’haerañ e oa an amzer evit an holl obererezhioù-se. Skuizh, met plijet e oa deuet ar skolajidi en-dro.

DSCF9806 DSCF9857 DSCF9895