Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Pempvet klas, penn kentañ ar c’helc’hiad donaat

Penn kentañ ar c’helc’hiad 4, anvet “kelc’hiad donaat”, eo ar pempvet klas. Kaset e vezint betek fin o bloavezhiadoù skolaj gant ar c’helc’hiad-se. Pep hini a zle mont war-raok dre bakout gouiziegezhioù nevez, barregezhioù nevez, ha solutaat e sevenadur. E pempvet klas e vez ledanaet an implij-amzer : posubl eo dibab un eil yezh vev ha latin e kelennadur da glokaat.

Evel ma veze graet e 6vet klas e vez taolet evezh bras ouzh pep skolajiad gant ar skipailhoù a ra war o zro, evit ma c’hello pep hini kenderc’hel da vleuñviñ en un aergelc’h a fiziañs hag a surentez.