Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Pevare klas, ur bloavezh evit solutaat ha ma vez goulennet muioc’h digant ar skolajidi

Eil bloavezh ar c’helc’hiad 4 eo ar 4vare klas, ar “c’helc’hiad donaat”, a vo kaset hor skolajidi drezañ betek fin o amzer skolaj. Muioc’h a vez gortozet digant ar skolajidi gant ar gelennerien a-fed gouiziegezhioù, barregezhioù ha sevenadur. Met chom a reont madelezhus e-keñver ar skolajidi o deus diaesamantoù o vestroniañ an diaz boutin.

Evel e 6vet hag e 5vet klas e vez taolet ar brasañ evezh ouzh pep skolajiad gant ar skipailhoù a ra war o zro, a-benn ma c’hello pep hini kenderc’hel da vleuñviñ en un aergelc’h a fiziañs hag a sederidigezh.

En hevelep bann...