Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Lancer de fusées au collège dans le cadre de la Fête de la Science

D’al Lun 11 a viz Here eo deuet Joël Leleux, bet chef departamant programmoù diorren, produiñ ha seveniñ beolioù krioteknik Ariane 5, da vannañ fuzeennoù… adalek porzh ar skolaj !

Goude m’en doa kinniget mont en-dro ar fuzeennoù dre aer hon eus graet meur a daol-esae ha muzuliet meur a dra (padelezh an nijadenn, bukañ ar fuzeenn an uhelañ posubl, gwask). Goude eo bet dielfennet an nijadennoù er c’hlas evit gouzout an uhelder bet tizhet da vat gant ar fuzeenn, he zizh er penn kentañ…

Profitet o deus ar skolajidi eus an degouezh, ivez, evit sevel gant an Ao. Leleux goulennoù diwar-benn e vicher, ar fuzeennoù hag al loarelloù.

E-barzh stern Fest ar Skiant eo bet kinniget an abadenn-mañ.

Présentation des fusées à air
Mise sous pression du dispositif
Estimation de la hauteur de la fusée par visée