Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Cap Sport

D’ar 24 a viz Ebrel diwezhañ o deus kemeret perzh skolajidi an ULIS d’an devezh « Kap’ holl d’ober sport » a oa aozet e Gwilers evit an holl skolidi skoliataet e Norzh Penn-ar-Bed dindan an enperzhiañ er skol. Da vintin ez eus bet graet c’hoarioù bolotenn gant an treid, a-skipailhoù. Da heul ez eus bet ur redadeg-heñchañ : ken brav eo bet ma vo aozet unan all e Sant-Martin-war-ar-Maez. Debret hon eus e ti Mari Glaziou, goudoret diouzh an avel-sklas. Dre chañs e oa heol. Siouloc’h eo bet an endervezh gant ur bartiadenn tchoukball. Diskouezet o deus hor skolajidi e oant gouest da eskemm ha da genlabourat gant yaouankizoù klasadoù all. Lod anezho o deus adkavet kamaladed kozh zoken. Plijet-tre int bet. Spi o deus e vo graet en-dro ar bloaz a zeu.