Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Semaine du goût

O tennañ gounid eus Sizhunvezh ar Blaz o deus labouret skolajidi an ULIS war dem ar vagadurezh. A-skipailhoù o deus labouret war ul levrig kaer prientet gant Sandy. Gant se o deus gellet kas donoc’h o gouiziegezhioù diwar-benn ar boued kempouez, dre furchal war ar Genrouedad ha dre eskemm, etrezo ha gant tud gour ar skipailh.

Un digarez eo bet da Varie-France, stajiadez o prientiñ he diplom ambrougerez desavadurel ha sokial (DEAES) da lakaat anezho da zizoloiñ seurtoù bleud disheñvel, greunennoù ha meur a seurt bara. Sellet o deus pizh ivez ouzh meur a c’hreunenn o tont eus Amerika ar Su. Kern al labour-mañ a zo bet un adverenn vihan o deus pedet an Itr. Bourgeois da gemer perzh enni : prientet o deus un daol gaer o doa staliet warni bokederezh graet diwar brankoù ha bleunioù e paper krepon.