Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

L’atelier théâtre a repris…

Er mare-mañ e labour ur 15 skolajiad bennak e-barzh ar stal c’hoariva, bep Yaou goude lein.

Ar skolajidi yaouank-se, youl ha barregezhioù enno, a vo war ar plankennoù da vare an abadenn a glozo hor trede bloavezh gevelliñ sevenadurel. Savet eo an abadenn tro-dro da skrapadenn ijinet Tristan Corbière : da glask war e lerc’h ez aio ar skolajidi, en ur ergerzhout glad fetis ha difetis Montroulez.

Evit poent e vez lakaet ar skolajidi da labourat war ar c’hoari war ar prim gant an Itr. Le Bihan, e karg eus ar stal-se. Hir eo an hent dirazo c’hoazh. Hetiñ a reomp dezho ur vrav a hentad arzel…

Rame de métro impro
Match de tennis public impro

Emgav d’ar Yaou 7 a viz Mae 2020 er Roudour evit dizoloiñ an danvez aktourien-se war al leurenn !