Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Rentrée 2019 : nombreux motifs de satisfaction

Pennad Telegramm ar 5 a viz Gwengolo 2019

Tremenet eus ar c’hentañ an distro-skol er skolaj Tangi-Prigent.

Disoc’hoù dispar e miz Mezheven tremenet Fellet ez eus bet d’ar renerez, Gaëlle Parvillers, degas da soñj an disoc’hoù dispar bet e miz Mezheven, 97 % eus ar skolajidi trede o vezañ bet tapet Breved ar Skolajoù ganto, da lavaret eo kazi 10 poent a-us keidenn ar rannvro. Diskouez a ra ivez bezañ laouen gant ar CFG (Certificat de formation générale) o deus bet an tri skolajiad estren, minored en o-unan gwezhall hag a heul bremañ un hentad micherel.

Koskorioù war gresk Peadra da vezañ laouen ivez gant ar c’hoskorioù war gresk evit ar pevare bloavezh diouzh renk. 195 skolajiad a oa (mui dek skolajiad). Gant se ez eus bet tremenet da 9 rann, o tigeriñ un trede klasad 6vet. Skipailh ar gelennerien a zo 23 kelenner ennañ. 28 skolajiad war ar brezhoneg a zo etre ar c’hlasoù 6vet, 5vet ha 4vare. 10 skolajiad a zo er rann basket : ar re-se a ra 3 eurvezh sport ouzhpenn bep sizhun. Tra divoaz evit ur skolaj : 42 % eus hor skolajidi a ra latin, ar pezh a ziskouez o youl hag an dedennus ma tiskouez bezañ an danvez er skolaj-mañ.

Krouet ur Pol Emlakaat a Ambroug Lec’hel Desachañ a ra ar renerez an evezh war ar fed e vije bet krouet ur PEALPEAL /Pial, Pôle inclusif d’accompagnement localisé, da heul al lezenn nevez Lezenn evit Skol ar Fiziañs. Afer a zo da lakaat e plas servij publik ar skol emlakaat ha da respont gwelloc’h da gudennoù an dud nammet.

An eurvezhioù nevez (etre 8 e 30 mintin ha 4 e 30 g.l.) hag an doare m’eo aozet ehan kreisteiz a zigor an nor da stalioù-labour desevadurel : laz-kanañ, origami, futsal ha kement a zo. Ur stal-labour war an dañs a zeuio da glokaat an hini war ar c’hoariva.

Lakaat ar raktres-skolaj nevez da vevañ Ur pal eus ar bloavezh eo lakaat ar raktres-skolaj nevez da vevañ war ar pemdez ivez. Abalamour d’an Ahel 1añ, savet tro-dro d’an talvoudoù « Gortoz kalz ha youl sevel », ez eus bet lakaet e plas ur « prientiñ breved » evit ar skolajidi 3de klas, a-hed ar bloaz. Startaet e vo o gouiziegezhioù war ar matematik, ar galleg hag ar skiantoù. Gant an Ahel 2, « Madelezh hag emlakaat » e vo krouet ur C’huzul eus buhez ar skolajidi a vo mestr ar skolajidi warnañ. Gant an Ahel 3, « Spered digor ha Kevatalder ar chañsoù » e vo kendalc’het, ouzhpenn d’ar PEAL, ar gevelliñ sevenadurel gant Pol ar Roudour. Sikouret e vo ar skolaj e-keñver an Deiziataer 21 hag an diorren padus, ha kemer a raio perzh er raktres « Meurvorioù hag hin ». A-hend-all e vo graet ur veaj gant holl skolajidi ar c’hlasoù 4are ha 3de ar bloaz-mañ, pe e Bro-Saoz, pe e Bro-Alamagn.

Ur vrav a vloavezh da zont !

Rentrée des sixième

Mammenn : Telegramm