Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Le jumelage culturel se poursuit

Sinet ez eus bet ar bloaz paseet ur c’hevelerezh tri bloaz etre ar skolaj Tangi-Prigent ha pol sevenadurel ar Roudour. Al labour bet boulc’het asambles gant arzourien ar strollad Poursuite, kenstroll ennañ skrivagnerien, c’hoarierien, neuzierien-sevenerien video, sonaozourien ha kanerien a grou abadennoù sonerel dediet d’an holl, buhezek ha liesseurt, a gav eta e ster leun.

Tem ar Mor Kreizdouar

Ar skolajidi 5vet, 4vare ha 3de klas eus Sant-Martin a zo youl enno evit kemer perzh er raktres-mañ. An daou glasad 4vare a raio ul labour donoc’h warnañ. Evit an eil bloavezh kenlabour-mañ eo tem « Ar Mor Kreizdouar, ul lec’h ma vez eskemmoù a bep seurt » a zo bet dibabet. Ul labour krouiñ kanaouennoù, dañsoù, c’hoariva, ezteurel ha toserezh-korf a zo boulc’het.

Sous la conduite de Guillaume Loiseau, professeur d’EPS, les élèves de l’atelier danse se préparent au spectacle du mois de mai

Stank eo ar program. E penn kentañ ar sizhun o deus labouret ar skolajidi war ar « Ganenn evit ur galon c’hlas » gant Romain Didier hag Alain Leprest, peurgetket, ha war « Paotr e valizenn » gant Mike Kenny. Kenlabouret o deus gant emellerien ar strollad Poursuite, Jules Baron ha Madeleine Saur, hag ar gelennerien Sigrid Mayer, kelennerez war ar sonerezh e karg eus ar raktres, Viviane Le Bihan, kelennerez war al Lizhiri Modern ha Guillaume Loiseau, kelenner war an DKS.

Dalc’hit soñj

Ur sizhunvezh en annez a vo graet er Roudour e miz Mae, dres a-raok an abadenn fin a vo d’ar Gwener 24 a viz Mae, e sal an abadennoù.

© Telegramm, 16-01-2019