Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Exposition Zehra Doğan (octobre 2018)

Bet eo skolajidi 3de klas ar skolaj Tangi-Prigent e kreizenn sevenadurel ar Roudour evit gwelet an diskouezadeg diwar-benn Zehra Dogan.

Ur gurdez, arzourez ha kelaouennerez, eo Zehra Dogan. Pennskridaozerez un ajañs keleier venelour kurd eo. E 2017 eo bet toullbac’het goude m’he doa savet ha skignet un dresadenn niverel o skeudennaouiñ diskar kêr Nusaybin e 2016. Dont a ra a-benn da genderc’hel da sevel oberennoù en he zoull-bac’h. Lod anezho a zo diskouezet er Roudour.

Arzourez-livourez hag arzourez-neuzierez war un dro e eztaol Zehra Dogan he stourm ouzh ar mac’homerezh hag evit ar frankiz dre daolennoù bras pe, en un doare muioc’h intimist, dre oberennoù war paper kazetennoù a liv warnañ.

Ur gentel a galonegezh hag a arz war un dro, he deus laosket ur roud don e empennoù skolajidi Tangi-Prigent.

Oeuvres artiste Travail sur les oeuvres 2 Travail sur les oeuvres Zehra Dogan