Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Hentad keodedel

Deuet Kevredad Broadel ar Saveteiñ war Vor (KBSM), eus Kemper, d’en em ginnig d’ar skolajidi

Deuet eo rener kreizenn stummañ hag emellout Kemper-Kerne ar c’hKBSM, Sylvain Alix, d’ober ur c’hinnig dirak ar c’hlasadoù 4vare ha 3de klas d’ar Gwener 13 a viz Mae 2022. Ar c’hinnig-mañ, un eurvezh dirak pep klasad, a vez graet gant ar pal kizidikaat ar skolajidi d’an ezhommoù da dutañ tud a-youl-vat (...)

An Hentad Keodedel e Tangi-Prigent

Lakaat ar re yaouank a vez fiziet ennomp da zont da vezañ keodedourien kiriek a zo unan eus hor c’hefridioù. An Hentad Keodedel a zo unan eus an doareoù hon eus da zont a-benn anezhi.

An Hentad Keodedel, petra eo ?

Hentad keodedel ar skolajiad An hentad keodedel a red eus ar skol d’al lise. Graet eo evit ma savo pep skoliad ennañ e-unan e soñj moral ha keodedel, evit ma tiorro e spered barn, evit gounit ennañ sevenadur an engouestl. E-barzh kelc’hlizher an 23 a viz Mezheven 2016 e vez spisaet palioù pennañ an (...)

Harz d’an harellat !

An doujañs eo unan eus ar pennaennoù diazez a glaskomp kelenn d’hor skolajidi : doujañs etre skolajidi ; doujañs ouzh holl goskor ar skolaj ; doujañs ouzh ar madoù boutin. Evit-se e vez lakaet e plas ganeomp, evit hor skolajidi 6vet klas, un obererezh evit dizarbenn an harellat, hag ar (...)

Raktres Gwirioù ar Vugale/UNICEF

D’ar Meurzh 5 a viz Du eo bet degemeret an Itr. Aline Tassin, a-youl-vat en UNICEF, gant skolajidi an tri 6vet eus hor skolaj. (UNICEF a dalv Fonds des Nations Unies pour l’Enfance/ Font ar Broadoù Unanet evit ar Vugale. Kinniget he deus an Itron Tassin an UNICEF en ur implijout skorioù pedagogel (...)

Dileuridi stummet brav

D’ar Gwener 22 a viz Du goude lein eo en em vodet dileuridi ar c’hlasoù evit labourat war ar pezh o do d’ober ha war o c’hefridi : 2e30-3e30 g.l. : Degas d’o soñj perzhioù diazez ar c’harg a zileuriad-klas ; Labour war traoù fetis c’hoarvezet pe a c’hellfe c’hoarvezout e Tangi-Prigent. 3e30-4e30 g.l. : (...)

Kizidikaat ar remziadoù da zont

E liamm gant hon hentad war-zu al label E3D live 3 ha gant ar genstrivadeg CubeS hon eus pedet ar gevredigezh EVEIL da zont. Kinniget he deus d’ar skolajidi 6vet ha 5vet klas ur gaozeadenn hec’h anv Génération Energie. Ar program Génération Energie zo graet evit diskouez d’ar skolajidi pouez an (...)