Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

6vet klas

Ur vrav a zevezh enbarzhañ e Karanteg evit ar 6veidi

Un nebeud luc’hskeudennoù eus devezh an 10 a viz Gwengolo 2018, ma oa aet skolajidi ar skolaj da Garanteg gant ar bus. Da gentañ o doa graet c’hoarioù evit deskiñ o anvioù-bihan er C’helenn. Goude e oant bet o vale war ar wenodenn-aod, betek traezhenn an Aod Wenn el lec’h m’o doa leinet. Goude lein e (...)

Deuet brav an devezh enbarzhañ

D’ar 4 a viz Gwengolo eo bet graet e Karanteg devezh-enbarzhañ ar 44 skolajiad 6vet eus ar skolaj Tangi-Prigent. Goude bezañ graet c’hoarioù evit en em anavezout war traezhenn ar C’helenn eo bet ar bagad skolajidi d’an Enez Kalod, en ur dremen dre hent an aod. Gwel kaer Kador ar C’hure (...)

Deuet kaer chomadenn ar re CM2 er skolaj

D’an 22 a viz Meurzh eo bet degemeret en hor skolaj skolidi Sant-Seo ha d’ar 25 a viz Meurzh skolidi divyezhek skol ar Boan-Benn ha skol Jules Ferry. Lod e oa an obererezhioù-se eus hor raktresoù pedagogel ha deskadurel : Brigadennoù emell er varzhoniezh, sizhunvezh ar gazetennerien, 30 vloaz (...)

Devezh enbarzhañ evit ar skolajidi 6vet

Dilun, ar 6 a viz Gwengolo, o deus kemeret perzh skolajidi an daou glasad 6vet eus ar skolaj Tangi-Prigent d’un devezh enbarzhañ ha kenstagañ e Karanteg, dre un hentad liesseurt. E programm an devezh heoliek-se, c’hoarioù-stroll niverus, d’ar skolajidi d’en em anavezout gwelloc’h. Treuzet eo bet (...)

Troiad e Fest ar Skiant e Montroulez

D’al Lun 4 a viz Here eo bet ar c’hlasad 6vet2 oc’h ober un droiad e Fest ar Skiant. Setu amañ o rentañ-kont : Stalioù-labour Fest ar Skiant Stal-labour diwar-benn ar plastik O tiskejañ un delfin Bet omp e Fest ar Skiant e Michererezh ar Butunioù, gant hor c’helenner teknologiezh hag Amandine. (...)