E-barzh stern ur c’heveliñ gant ar gevredigezh KLT (Kerne Leon Treger) hag ar strollad c’hoariva Madarjeu (Kastell-Paol) o deus gellet skolajidi 3de klas an hentenn zivyezhek ober c’hoariva ar bloaz-mañ. Bob Simon, eus ar strollad Mardarjeu, en deus ambrouget ar skolajidi en ur ginnig e alioù dezho e-pad ar pleustradegoù.
D’ar Yaou 14 a viz Even o deus kinniget ar skolajidi war leurenn ar Roudour, e St-Martin-war-ar-Maez, o fezh-c’hoari e anv : Amann ar Stered. Ur barodienn eus Star Wars e oa, enni ur bern daveoù da ved ar c’hontadennoù.
Gant ar gevredigezh C’hoariva e oa bet aozet an devezh, a-benn strollañ ar skolioù lies a vez kelennet ar brezhoneg dre ar c’hoariva enno. Ur vot a oa evit dibab ar pezh gwellañ.
- 20220614_151506