Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

An heñchañ e 3de klas

AN HENCHAÑ E 3DE KLAS

Evit ho kelaouiñ, kavit amañ kevret un diaporama savet gant an Itr. DEBELFORT, psikologourez war an heñchañ er skolaj. Ennañ e vez kinniget an holl zibaboù a c’hell bezañ graet gant ho pugel e fin an 3de klas.

Petra ober goude an 3de klas (Diaporama PsyEN)

Videoioù a c’hellit sellet outo evit en em soñjal war an hentadoù da heuliañ goude an 3de klas :

Dielloù video evit heñchañ an 3deidi

1) HENCHAÑ (Hetoù da ebarzhiñ e miz C’hwevrer 2021)

Kuzulioù-klas an eil trimiziad a vo dalc’het adalek an 9 a viz Meurzh. Goulennet e vez ganeoc’h ebarzhiñ an diviz ho peus kemeret a-fed heñchañ evit poent. Reiñ a raio ar c’huzul-klas e soñj war an diviz-se. Bez ho po da lenn soñj ar c’huzul-klas ha da gemenn ho peus degemeret anezhañ war an Teleservij war an Heñchañ (TSO).

Lenn ar soñj-se war Pronote a vo posubl ivez.

Setu penaos ez aio en-dro an argerzh heñchañ goude :

⇒ Etre an 10 hag an 25 a viz Mae ho po da ebarzhañ ho hetoù da vat Ho hetoù da vat a c’hello bezañ ebarzhet war an Teleservij war an Heñchañ (memes ma n’ho poa ket roet anezho en-linenn en eil trimiziad). Unan pe meur a hini a c’helloc’h lakaat.

Setu an hetoù posubl :

  • Eilvet klas hollek pe deknologek ;
  • Eilvet klas micherel ;
  • CAP (pe dindan ur statud skoliad pe dindan ur statud deskard).

Ma vije kudenn pe gudenn ganeoc’h evit ebarzhañ ho hetoù, e c’helljec’h kas deomp ur postel ganto evit ma vint ebarzhet ganeomp. A-hend-all e c’hellit goulenn un emgav dre bellgomz gant an Itr. Parvillers m’ho peus goulennoù. Galvit an 02.98.88.08.33.

M’ho peus goulennoù all da sevel diwar-benn heñchañ ho pugel e c’hellit mont e darempred gant e benngelenner pe gant psikologourez an heñchañ, a c’hello respont anezho.

⇒ Kuzulioù-klas an 3de trimiziad (d’an 3 a viz Mezheven)

Pa vo echu kuzulioù-klas an 3de trimiziad ho po da reiñ ur respont diwar-benn ar c’hinnig a zo bet graet gant ar skolaj. Ma n’oc’h ket a-du gantañ e vo kinniget un emgav deoc’h gant an Itr. Parvillers (emgav er skolaj pe dre bellgomz).

2) ASINADUR (hetoù da ebarzhañ e miz Mae 2020)

⇒ Sellet ouzh ar c’hinnigoù stummadurioù (betek penn kentañ miz Mae)

Moien e vo deoc’h sellet ouzh ar c’hinnigoù stummadurioù betek penn kentañ miz Mae, en ur vont war Educonnect ha neuze war Téléservice Affectation.

⇒ Reiñ e hetoù asinadur (deiziadoù resis da vezañ roet pa vo bet embannet ar c’helc’hlizher

An ebarzhañ hetoù a vo graet e-barzh an Teleservij Asinadur, a vo digoret e penn kentañ miz Mae.

Ret eo deoc’h, eta, kas ur postel d’ar sekretouriezh-skol a-raok ar Gwener 21 a viz Mae evit resisaat hetoù ho pugel.

Taolit evezh ! Urzh an hetoù a zo eus ar pouezusañ evit ma vo asinet mat ho pugel. Ma vez asantet e het kentañ e vo nullet an holl re all. Ret eo urzhiañ an hetoù eus ar re wellañ d’ar re washañ eta !

M’ho peus goulennoù all da sevel diwar-benn hetoù ho pugel e c’hellit goulenn un emgav dre bellgomz gant an Itr. Parvillers, 02.98.88.08.33.

Sellet ouzh disoc’h an asinadur (penn kentañ miz Gouere)

Adalek ar Merc’her 1añ a viz Gouere e c’helloc’h mont da welet war an Teleservij Asinadur pelec’h eo bet asinet ho pugel.

M’ho peus kudennoù evit kevreañ, pellgomzit d’an 02.98.88.08.33. Lavaret e vo deoc’h ganeomp petra eo disoc’h asinadur ho pugel.

3) LAKAAT E ANV (penn kentañ miz Gouere)

Taolit evezh : bezañ asinet ne dalv ket bezañ enskrivet

Ret e vo lakaat e anv e penn kentañ miz Gouere. Berr eo an amzer evit en ober, gant se e vo gwelloc’h deoc’h bezañ bet o sellet en a-raok war lec’hiennoù ar skolioù ho peus goulennet penaos e c’helloc’h aozañ mat ho enskrivadur en a-raok (dre brientiñ dielloù, da skouer).

Ar bras eus ar skolioù a c’hell bezañ lakaet e anv enno en ur dremen dre Educonnect ha dre an Teleservij Enskrivadurioù.

Harpet e c’hellit bezañ ganeomp evit an difrae diwezhañ-se, pouezus ken ez eo.