Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Christmas Cards : une belle fête CM2-6e

Ur gouel laouen eo en doa strollet ar skolajidi 6vet klas ha skolidi CM2 skol Jules Ferry Sant Martin war ar maez, skol Gambetta Montroulez ha skol Sant-Seo er skolaj Tangi-Prigent digwener.

Un public nombreux et ravi

Aozet e oa bet an degouezh evit reiñ prizioù an oberiadur Christmas Cards. Ar raktres-se, kaset da benn abaoe meur a vloavezh, a vez graet war e dro gant France Thibault, kelennerez war ar saozneg er skolaj. Kavout a ra e blas en ul labour sevel liamm etre skolajidi ar c’helc’hiad 3 hag ar skolioù kentañ derez.

Ur genstrivadeg kartennoù-hetoù eo : ar re-se a vez implijet kalz c’hoazh gant Breizhveuriz.

Ar skolidi, kenkoulz hag ar skolajidi, a zo en em lakaet mat e-barzh ar jeu. Lod anezho o deus savet gwir oberennoù arzel. Gant ur juri a oa ennañ holl skolajidi ar skolaj eo bet kuzuliet ha dibabet ar c’hartennoù gwellañ e pep rummad : CM ha 6vet klas.

Les lauréats 2019
Une lauréate heureuse

E-pad lid reiñ ar prizioù ez eus bet kanet kanaouennoù Nedeleg gant laz-kanañ ar skolaj, dindan renerez ar gelennerez war ar sonerezh Sigrid Mayer…, e saozneg, evel-just !

Début du concert de Noël
Chants de Noël
La chorale en action

Goude-se eo bet rannet un adverenn dellezet mat.

Distribution des gâteaux
Distribution du gâteau fait par notre chef
info document