Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Collège Tanguy-Prigent. Un atelier de théâtre en breton avec Bob Simon

Hentenn zivyezhek ar skolaj Tangi-Prigent, a ginnig d’ar skolajidi bezañ skoliataet e brezhoneg abaoe an distro-skol diwezhañ, a zo startijenn enni. Abaoe penn kentañ miz Genver ez eus bet lakaet e plas, gant harp ar gevredigezh Div Yezh Montroulez, ur stal-labour war ar c’hoariva e brezhoneg gant ar c’hoarier a-vicher Bob Simon, brezhoneger anezhañ. Gant ar c’hentelioù c’hoariva-se ez a war-raok ar skolajidi war ar yezh dre teknikoù ar c’hoari war al leurenn. E miz Mezheven e vo kinniget ur pezh-c’hoari e brezhoneg gant ar skolajidi.

Skolaj Tangi-Prigent. Ur stal-labour war ar c’hoariva gant Bob Simon.

An Telegramm - D’ar Sadorn 27 a viz Genver 2018