Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Les 6es à la ferme

D’al Lun 31 a viz Mae eo bet pedet an holl skolajidi 6vet klas da vizitañ e atant gant an Ao. Le Verge. Emañ e Bodiliz, 30 mn-hent eus Montroulez.

des élèves très attentifs…

Al labourer-douar-mañ a zesav loened-korn a ouenn « Charolaise » da broduiñ kig. Lakaet en deus ar skolajidi da zizoloiñ e vicher, al loened a zesav, e atant…

Une belle sortie !

Gant Interbev omp bet pedet. Int eo a brof priz ar c’harr-boutin evit mont da vizitañ an atant, da vare ar c’houlzad-brudañ « made in viande ». Ur gevredigezh etremicherel evit brudañ ar c’hig bevin eo. Brudañ filierenn an desevel saout eo o fal : klasket e vez abeg outañ abalamour da saotradur an endro ha d’ar stuz ma vez desavet ha lazhet al loened.

An holl ditouroù war blog an Itr. Guignard, liamm :

https://sites.google.com/view/svttanguyprigent/projets/visite-%C3%A0-la-ferme?authuser=0

Heol a zo bet ha plijus-tre eo bet an droiad ! Trugarez c’hoazh d’an Ao. Le Verge evit e zegemer ken karantezus ha d’an Itr. Guignard evit bezañ aozet an droiad-mañ !