Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Challenge Cube.S

Enskrivet eo hor skolaj d’an daead Cube.S peogwir ez eo c’hwi, ar « remziadoù da zont » !

Er bed a-bezh e labour ar skolajidi hag al liseidi asambles evit sevel un dazont gwelloc’h ha stourm ouzh kemmadur an hin. Ha c’hwi aktourien gwir ar bed warc’hoazh, e c’hellit cheñch an traoù er skolaj dija ! Gant ar stignad Cube.S ho peus tro d’ober traoù fetis ha da gizidikaat an dud, en ur dennañ ho mad eus ur genstrivadeg vroudus-mat aozet er Frañs a-bezh.

Evit sikour ac’hanoc’h da gas pelloc’h ho rol kannadourien an espern energiezh hag an diorren padus, ho peus ur c’hit « kannad » ennañ elfennoù teknikel ha peadra da gehentiñ gant ho familh evit ober traoù gantañ.

Amañ dindan, ur video o tisplegañ ar raktres.

CUBE.S Module élèves FOAD

Documents à télécharger