Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Lak da re vasket ha diskar ar c’hleñved

D’ar Gwener 21 a viz Here e kemero perzh ar skolaj Tangi Prigent en oberiadenn "Lak da re vasket ha diskar ar c’hleñved ". Mobilizet e vo ar skolajidi evit ar gevredigezh ELA, a stourm evit an holl vugale ha tud gour taget gant ul leukodistrofiezh bennak. O gouestl a bermet da ELA, bep bloaz, da reiñ arc’hant d’an enklask mezegiel ha da harpañ ar familhoù.

Daou bred a vo d’an oberiadenn-mañ :

  • Da vintin ar pred kizidikaat, dre ar skrivadeg : Bep bloaz e vez savet, gant ur skrivagner brudet disheñvel, un destenn diembann gouestlet d’ar stourm ouzh ar c’hleñved. Ur skrivadenn a vez aozet diwar an destenn-se. Lañsañ a ra honnezh an oberiadenn Lak da re vasket. Lennet e vez ar skrivadenn gant ur c’helenner pe gant ur penn-bras. Bez’ ez eus anezhi un danvez eskemm diwar-benn ar c’hengred, an doujañs, an nammoù.
  • Goude lein, bec’h d’an ober ! : aozet e vez un darvoud sportel gant ar skolaj (cross), asambles gant ar skol kentañ derez Jules Ferry ha gant yaouankizoù an EPMS Ar Brug. En un doare arouezel e prest ar skolajidi o divesker d’ar vugale klañv ha ne c’hellont ket mui implijout o re. A-raok se e tleont klask en-dro dezho tud a vo a-du evit digoll o striv en ur reiñ arc’hant da Ela, pe en ur brometiñ ober.

Unan eus an div redadeg a zleo bezaên dibabet gant ar skolajidi :

  • ur redadeg “KEVEZIÑ” 2000 metrad evit ar skolajidi 6/5vet ha 2400 metrad evit ar 4/3de
  • ur redadeg “YEC’HED” 20’ evit ar skolajidi 6/5vet ha 30’ evit ar 4/3de   Ur “pasporzh roadoù” a zo bet roet d’an holl glasadoù hiziv… An holl ditouroù diwar-benn ar paeroniañ da gavout a zo skrivet er c’harned roadoù-se, hag ivez e-barzh al liamm stag !   M’ho peus goulennoù, savit anezho ouzh ho kelennerien DSK e penn kentañ ar sizhun…

  kit aozañ : https://mtb.ela-asso.com/kit-mtb/

  video kizidikaat : https://www.youtube.com/watch?v=EYOpB1W_uvc    

  kanaouenn ELA: https://www.youtube.com/watch?v=Y7TJ6zWPo1E   

En hevelep bann...