Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

13h51 : un 1/4 d’heure de lecture dans toute la Bretagne

D’ar Gwener 14 a viz Here 2022 da 13e51 Asambles, pep hini gant e levr e Breizh a-bezh

D’ar 14 a viz Here 2022 da 13e51 e vo harzet pep tra e Akademiezh Roazhon e-pad 15 mn. Pep hini a gaso da benn ur pennad lenn didrouz. An holl skolajidi, liseidi, studierien, implijerien ha kevelerien a zo pedet da rannañ ur 1/4 eur lenn. Ur prantad ma vo paouezet pep tra gant pep hini, a-benn en em reiñ da lenn didrouz ar pezh en deus c’hoant.   Ar 4ve bloaz diouzh renk eo ma vez kinniget an oberiadenn-mañ. He fal eo lakaat an obererezh lenn da vezañ natureloc’h e holl skolioù, skolajoù ha liseoù Breizh.

Al lenn, lakaet da gaoz vroadel vras e 2021, a zo e gouleier Akademiezh Roazhon abaoe meur a vloavezh.   Ouzhpenn 83 000 den o doa kemeret perzh, ar bloaz paseet, er prantad lenn a-stroll-mañ !

  Lennadennoù kaer d’an holl !  

IMG-20221014-WA0000
IMG-20221014-WA0001
IMG-20221014-WA0002
IMG-20221014-WA0003