Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Exposition Ernest Pignon Ernest

Diriaou, 29/09/2022, a zo bet deiz un digor brav war ar sevenadur evit ar skolajidi trede klas. Bet int o weladenniñ diskouezadeg oberennoù Ernest Pignon Ernest e Font Hélène hag Edouard Leclerc e Landerne.

Piv eo an arzour-mañ, oadet a 80 vloaz hiziv, lakaet da zifraoster arz ar c’hêrioù ?

« Abaoe ouzhpenn 50 vloaz e vez gwelet oberennoù gant Ernest Pignon-Ernest el lec’hioù publik. E Landerne e kinnigo e staliadurioù, e dresadennoù, e luc’hskeudennoù a ya holl da ziskouez an hentoù en deus kemeret e grouiñ. An diskouezadeg, un 300 oberenn bennak enni, a zispak nerzh krouiñ an arzour bras-mañ, lakaet war ziwall gant stad hor bed, douget gant e garantez foll evit an arz hag ar varzhoniezh. A-dreñv da skeud an arzour karet gant an dud en em ziskoach ur c’hrouer kemplezh, a zouj bri dezhañ hor prederourien ha barzhed brasañ a-vremañ. E-pad pell e oa bet dalc’het e-kichen da hent raktreset an ensavadurioù. » Kulatour an diskouezadeg : Jean de Loisy

IMG_8561
IMG_8572
IMG_8626
IMG_8639
IMG_8656 2
IMG_8656