Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Hentad Yec’hed

Un Hentad Yec’hed, met petra eo ?

Savet eo an Hentad Deskadurezh war ar Yec’hed tro-dro da dri ahel : desavadur diwar-benn ar yec’hed, diazezet war diorren ar barregezhioù psikosokial e liamm gant diaz boutin ar gouiziegezhioù, ar barregezhioù hag ar sevenadur ; dizarbenn : boazioù risklet, boazioù adiktivel ha kement a zo ; (...)

An Hentad Yec’hed e Tangi-Prigent

Soñjet eo bet an Hentad Yec’hed d’hor skolajidi da c’hellout kreskiñ seder, ha da reiñ tro dezho da brederiañ diwar-benn temoù pouezus evito da zont da vezañ tud gour kiriek en dazont.

Lak da re vasket ha diskar ar c’hleñved

D’ar Gwener 21 a viz Here e kemero perzh ar skolaj Tangi Prigent en oberiadenn "Lak da re vasket ha diskar ar c’hleñved ". Mobilizet e vo ar skolajidi evit ar gevredigezh ELA, a stourm evit an holl vugale ha tud gour taget gant ul leukodistrofiezh bennak. O gouestl a bermet da ELA, bep bloaz, da (...)