Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Une journée pour les bretonnants

Gant kalz plijadur, sur, eo bet degemeret d’al Lun 14 a viz Genver ar skolidi CM o tont eus ar skolioù Jules Ferry hag eus Poan-benn Montroulez gant an 11 skolajiad eus hentenn zivyezhek Sant-Martin. An devezh-se a soubidigezh er skolaj a oa bet lakaet e plas gant ar renerez Gaëlle Parvillers ha gant an daou gelenner war ar brezhoneg, Riwall Illien ha Fabris Cadou. E bal a oa lakaat ar skolidi CM1 ha CM2, danvez skolajidi da zont eta, da zizoloiñ penaos e tremen un devezh er skolaj.

E-pad ur gentel Istor-Geografiezh e brezhoneg o deus kinniget ar skolajidi yaouank labourioù pleustrek o doa savet er c’hlas, a-raok na vije kinniget ur gentel vrezhonek bev da holl skolidi ha skolajidi ar strollad war un dro. Goude-se o deus gellet ar berzhidi ober anaoudegezh dre c’hoarioù lies, doare kwiz, kontadennoù ha kanaouennoù e brezhoneg.

© Telegramm, 15-01-2019

les jeunes collegiens de 6e bilingue francais breton et leurs invités