D’ar Gwener 31 a viz Genver 2020 e oa dorioù-digor ar skolaj Tangi-Prigent. Ar skolidi CM2, ha skolidi yaouankoc’h zoken, a oa bet degemeret laouen ha bet plijet gant o abardaevezh. Ur c’hwec’hvedenn eus skolajidi 6vet klas hor skolaj o doa kemeret perzh en abadenn-se, hag int kannadourien !
Gellet o doa ar gouvidi :
- Gweladenniñ ar savadurioù ;
- En em gavout gant ar gelennerien ha gant kannadourien ar skolajidi ;
- Ober anaoudegezh gant hor CPE ha gant evezhourezed ar vuhez-skol ;
- Eskemm diwar-benn « predoù graet er gêr » gant chef hor c’hegin en hor self brav ;
- Klevet al laz-kanañ ;
- Ober taolioù-arnod fizik-kimiezh pe SVD ;
- Gwelet petra eo an danvez « Arzoù neuziañ ».
Amañ kevret an diaporama o kinnig ar 6vet klas e Tangi-Prigent
M’ho peus c’hwitet war an dorioù-digor ha m’ho peus c’hoant da welet hor skolaj memestra, kit e darempred gant ar renerez : 02.98.88.08.33