Pour le site en breton, cliquer sur , à droite
05. Notre dispositif SAS

Notre dispositif SAS

Petra eo ar stignad SAS amañ er skolaj ?

Obererezh : Klasad ennañ skolajidi o deus ezhomm da vezañ youlekaet en-dro evit chom hep diskregiñ gant ar skol pe evit chom krog ganti (taolet e vez evezh ivez ouzh ar re a zo en arvar da ziskregiñ hep desachañ an evezh).

Prantad : Pep skolajiad a vez kemeret e karg a chom er stignad evit ur prantad a bad etre 6 ha 13 sizhunvezh.

Eit piv : Skolajidi bec’h warno gant ar skol, ken abred hag ar 6vet klas, a vank youl dezho, a goll o emfiziañs, o devez ezhomm da labourat war ar metodologiezh, da zeskiñ penaos lenn gwelloc’h ar c’hemennoù, da c’houzout penaos aozañ o labour.

Palioù : Chom hep koll skolajidi a baouezfe gant ar skol : dizarbenn an diskrogadenn-skol, reiñ youl adarre.

Afer a zo da reiñ o ster en-dro d’ar studioù er skolaj, da reiñ youl da labourat en-dro, da labourat an abretañ ar gwellañ war ar raktres-henchañ, da reiñ talvoudegezh da gement tra a c’hell servijout da reiñ fiziañs en(dro d’ar skolajidi ; kement-se hep kuitaat ar skolaj peogwir e vez graet ul liamm etre ar c’hentelioù merket war an implij-amzer hag ar prantadoù tremenet er SAS (un eurvezh pe ziv ar sizhun).

A-benn : Adkavout e emfiziañs. Mont war-zu un dazont-micher pozitivel hag a roio ur ster d’ar pezh a vez desket. Sioulaat ambiañs ar c’hlas dre vras -o vezañ ma c’hell ar skolajidi a vez diaes ar studioù dezho direnkañ ar c’hlas ha sachañ skolajidi all d’o heul.

Dispositif SAS

Mont en-dro : Kenurzhiet e vez ar stignad SAS gant ar renerez hag ar CPE.

Ar penngelenner, goude bezañ eskemmet gant ar skipailh pedagogel pe/hag ar CPE a ginnig d’ar renerez e vije kemeret ar skolajiad-mañ-skolajiad e karg gant ar SAS. Meur a abeg a c’hell bezañ : . Reiñ youl en-dro / labourat war ur raktres hiniennel ; . Adstagañ gant danvezioù e oa kollet ar skolajiad enno / harpañ anezhañ war zanvezioù ‘zo ; . Labour war istim an unan, war an emfiziañs. Hervez ar palioù lakaet e vez savet un implij-amzer SAS evit ar skolajiad, hervez implij-amzer ur c’hlasad SAS a zo bet savet a-raok ar vakañsoù (re an diskar-amzer, evit ar prantad kentañ). Kement-se hervez an dud a lakaio o anv d’ober war-dro. Ur wezh savet implij-amzer ar skolajiad e vez degemeret e familh evit displegañ ar raktres ha kaout e asant. Ret eo da bep skolajiad ha da bep familh skolajiad a gemero perzh en ur stignad SAS en em ouestlañ d’ar raktres. E fin an emgav e vez sinet ur c’hontrad gant ar skolajiad hag e dud. Roet e vez an implij-amzer neuze. Padout a raio hervez doare ar skolajiad : ur prantad etre daou brantad vakañsoù, daou brantad a-wezhioù. Tremen o bugel dre ar stignad SAS a zo un degouezh evit an tad hag ar vamm evit neveziñ o fiziañs e-keñver ar skol : re alies ne vezont gwelet nemet evit kinnig pinijenn pe gastiz. Ar SAS a zo evit mad o bugel. Ur skolajiad enskrivet er SAS a vez enskrivet war un dro e « Labour-skol graet » : e mod-se e c’hell adtapout ar c’hentelioù en deus c’hwitet e-pad ar SAS, ma vez. Un ASEN a vez stag ouzh pep skolajiad a dremen er SAS. Harpañ ha kreñvaat a ra al liamm etre ar skolajiad hag ar skoliata, kuit ma vo kollet e-keñver ar re all.

Da glozañ Lakaat emzalc’h ar skolajidi da vont war-raok, reiñ tro dezho da herzel ouzh ar c’hwitañ, adkemer fiziañs enno o-unan eo pal ar raktres.