Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Talvoudekaat al lastez

E-barzh stern ul labour kaset gant Montroulez-Kumuniezh diwar-benn talvoudekaat al lastez eo bet kinniget d’ar skolajidi ULIS :

  • Un atalier diwar-benn adaozañ an D3E (lastez tredan hag elektronek) : digredus eo an niver a elfennoù prizius a c’hell bezañ adtapet war mekanikoù ha ne z’eont ket en-dro ken !
  • Ur weladenn bizh eus « Pilhaouerien al Laouenidigezh » : ouzhpenn al lec’h ma vez gwerzhet an traoù omp bet souezhet o tizoloiñ atalieroù arbennikaet uhel o live : liorzh ekologek, kalveziñ, sevel traoù orin. Gellet o deus ar skolajidi ober ur sac’h-traezhenn diwar un ticheurt aet diouzh ar c’hiz. Profet ez eus bet da bep hini ul levr, ur CD pe un DVD da zibab ha d’ar c’hlas, ul levr diwar-benn an toaz-holen. Implijet e vez kalz ganeomp er mare-mañ, just a-raok gouel ar mammoù !
20180320 111042 20180416 102849

En hevelep bann...