Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Ar festival “Entrendanse” pe ar jestraouiñ kaer

Etre ar Meurzh 4 a viz Mezheven hag ar Yaou 6 a viz Mezheven e oa ar festival Entrendanse er Roudour. Strollañ a rae skolajidi enskrivet war an dañs en UBSS (Unvaniezh Broadel ar Sport er Skol).

Diriaou da noz e oa hor skolajiadezed war al leurenn, gant skolajidi eus skolaj Karanteg met ivez gant skolidi eus ar c’hentañ derez hag eus ar skol-vamm.

Ur wezh ouzhpenn ez eus bet graet berzh ganto, donezonet evel m’emaint, hag ivez a-drugarez da zonezon o c’helenner, Guillaume LOISEAU, war al leurenniñ.

Trugarez vras d’an Itr. Jacqueline LEDOUX, gras d’he barregezhioù war arz al luc’hskeudenniñ e c’hellomp mirout eñvorennoù brav eus an abadenn-se.

DSCF7453 DSCF7543

En hevelep bann...