Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Troiad e Keoded ar Pellgehentiñ

Mont a ra war-raok ar raktres Meurvorioù hag Hin e 5vet klas.

Abaoe penn kentañ ar bloaz, er c’hentelioù Skiantoù hag en Atalier Hin, en em soñj ar skolajidi diwar-benn ar Meurvorioù hag ar perzh bras a gemeront e-barzh kemmadoù an hin. Evel-just o deus implijet an doareoù a implij tud ar meteo evit kaout titouroù, al loarielloù meteo peurgetket.

Evit mont pelloc’h gant o dizoloadennoù ez eus bet aozet un devezh e Pleumeur-Bodoù, tro-dro da daou dem : gounit an egor ha pellgehentiñ.

Ur weladenn eus ar re zedennusañ
Skolajidi war evezh
Skolajidi paket-kaer

Goude bezañ heuliet un abadenn diwar-benn gounit an egor er planetariom int bet o kemer perzh e daou atalier e Keoded an Telekom, diwar-benn ar pellgehentiñ dre neudenn pe hep neudenn. Echuet eo bet an devezh gant un abadenn dindan ar Radom, a chome peg selloù an holl skolajidi outañ abaoe penn kentañ an devezh.

Sirius…
… ha dedennet !
Dedennet-kaer zoken !

An devezh-mañ, fonnus a-fed dizoloadennoù, a zo bet adlabouret warnañ e-barzh ar c’hlas. Savet o deus ar skolajidi skritelloù kaer.

Skolajidi laouen

En hevelep bann...