Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

War roudoù Tristan Corbière…

Pennad Telegramm an 18 a viz Genver 2021

War roudoù Tristan Corbière ez a ar skolajidi adarre

Ar skolajidi 5vet, 4vare ha 3de klas eus Tangi-Prigent o deus kemeret perzh d’an 11 ha 12 a viz Genver en hini kentañ eus an tri dalc’h a vo gant arzourien ar Strollad Poursuite, kevelerien ar gevelliñ sevenadurel evit an trede, ha diwezhañ, bloavezh. Krog int da labourat ha da bleustriñ war zañsoù, kanaouennoù, senennoù c’hoariva war dem glad sevenadurel Montroulez. An holl draoù-se a vo filmet goude, e miz Ebrel, da vare ur sizhunvezh annez er Roudour.

Ur stal bennak diwar-benn glad sevenadurel Montroulez
Kinnig ar raktres
Kinnig ar raktres (2)
Labour war ar c’han
Labour war ar c’han 2

Kenderc’hel gant al labour boulc’het ar bloaz tremenet

Lakaet e oa bet ar raktres-mañ e plas e kerzh ar bloavezh-skol diwezhañ dija, a-raok ne vije harzhet gant ar c’henfinañ. Amzer o doa bet ar skolajidi da sevel ul labour skrivañ goude m’o doa gweladennet lec’hioù pennañ glad Montroulez. Da neudenn bennañ, un enklask war diankadenn barzh Montroulez Tristan Corbière (1845-1875). : « Dalc’het o deus ar gelennerien hag an arzourien gant ar raktres sevel ur freskenn gant ar 6veidi. Abalamour d’ar redioù yec’hedel o deus erlec’hiet abadenn ar fin, war leurenn ar Roudour, gant ur film avat », he deus resisaet Gaëlle Parvillers, Renerez ar skolaj.

Stal c’hoariva
Labour toserezh korf
Kanañ bremañ !