Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Gevelliñ sevenadurel : Bec’h dezhi !

Ar bloaz-mañ e krog ar skolaj Tangi Prigent gant e 4vare bloavezh kevelerezh gant ur strollad arzourien yaouank, ar Strollad « Poursuite », ennañ c’hoarierien, kanerien, dañserien ha filmourien video.

Ar skolajid, asambles gant o c’helennerien, a zo o vont da labourat war krouiñ ur film diwar-benn glad Montroulez.

E-kerzh ar bloavezh-skol, skolajidi al liveoù 5vet, 4vare ha 3de, harpet gant an arzourien hag ar c’helennerien, a zo o vont da labourat dindan meur a stal-labour : sevel ur murlivadur, sevel un destenn, c’hoariva, sonerezh, korollerezh.

Tro a roio ar raktres-mañ ivez da holl skolajidi hor skolaj da vont da greizenn sevenadurel ar Roudour meur a wezh (liammet eo hennezh ouzh ar raktres asambles gant kêr Sant-Martin-war-ar-maez) : gweladennoù, pleustradegoù dirak tud, abadennoù.

Setu deiziataer ar bloaz evit al labour gant ar Strollad « Poursuite » :

  • D’an 11 ha d’an 12 a viz Genver 2021 : daou zevezh labour kentañ er skolaj ;
  • D’ar 15 ha d’ar 16 a viz C’hwevrer 2021 : trede ha pevare devezh labour er skolaj ;
  • D’ar sizhun etre an 13 hag ar 16 a viz Ebrel 2021 : sizhunvezh annez er Roudour.

Amañ e kavoc’h, evit ar prantad kentañ d’an 11 ha d’an 12 a viz Genver, planning ar stalioù-labour dre glasad hag ar pezh a c’heñcho e implij-amzer boaz ar skolajidi abalamour dezho.

Planning gevelliñ sevenadurel Genver 2021

Harpet eo ar raktres-mañ gant ar CD29 ha gant Ti-kêr Sant-Martin-war-ar-maez : trugarez dezho.

Trugarez d’an Itr. Mayer, d’an Itr. Le Bihan ha d’an Itr. Voison da vezañ gouestlet amzer er raktres brav-mañ, a bermeto d’hor skolajidi bevañ un taol-arnod arzel o liammañ eus ar vravañ meur a zanvez.

Trugarez da dud ar vugale ivez evit bezañ harpet ar raktres da c’henel. Pouezus eo o evezh hag o skoazell evit ar skipailh pedagogel ha desavadurel en deus ar raktres-mañ e karg.

Teulioù da bellgargañ