Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Pevare bloavezh evit hor gevelliñ sevenadurel

Ar bloaz-mañ, 2020-21, e vez boulc’het gant ar skolaj Tangi-Prigent ur pevare bloavezh eus ur c’hevelerezh war 3 bloavezh gant ur strollad arzourien yaouank, ar Strollad « Poursuite », ennañ c’hoarierien, kanerien, dañserien ha saverien filmoù video. Ar skolajidi hag o c’helennerien a zo o vont da labourat asambles a-benn krouiñ un abadenn war dem glad Montroulez, fetis pe difetis e vije. Kinniget e vo an abadenn-se e Kreizenn Sevenadurel ar Roudour en nevez-amzer 2021. E-kerzh ar bloavezh-skol emañ ar skolajidi live 5vet, 4vare ha 3de klas, harpet gant o c’helennerien ha gant an arzourien, o vont da labourat e-barzh stalioù-labour liesseurt : sevel testennoù, c’hoariva, sonerezh, korollerezh, dekorioù… Tro a roio dezho ar raktres-mañ, ivez, da vont meur a wezh da Greizenn Sevenadurel ar Roudour (a gemer perzh er raktres asambles gant Kêr Sant-Martin-war-ar-maez) : da vare gweladennoù, pleustradegoù dirak tud hag abadennoù.

Teulioù da bellgargañ