Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Daead FSE : Heol evit an droiad e Karanteg

Evit arc’hantaouiñ troiadoù er-maez ha raktresoù ar bloaz e vez lakaet meur a dra e plas. Un daead a vez aozet gant an FSE evit plantañ youl er skolajidi da gregiñ e-barzh an aozañ. An daou glasad o deus rastellet ar muiañ a voneiz evit an FSE a vez profet dezho, d’o zrugarekaat, un devezh e Karanteg. Mont a reont war vor hag ober a reont c’hoarioù war traezhenn ar C’helenn.

Evit ar bloavezh 2018-2019 eo bet graet an droiad er-maez-mañ d’an 2 a viz Gouere, dindan an heol splann en deus degaset imor vat d’an holl. Laouen-kenañ e oa ar skolajidi, evel ma vez gwelet war al luc’hskeudennoù da heul.

Devezh kaer hag eñvorennoù brav…
Skolajiadezed 6vet2 laouen o vont war vor
Ar re 6vet2 o vont war vourzh
Div skolajiadez 4vare2 laouen bras gant ar momed kaer-se
Ar re 4vare2 evel pesked en dour

Trugarez d’an Ao. Dubru, hor pennguzulier-skol, evit ar pezh a ra evit an FSE hag evit bezañ aozet an droiad er-maez-mañ !