Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Deuet kaer gant hor skolajidi er Roudour

Ar gevelliñ sevenadurel etre ar skolaj Tangi-Prigent, ar Roudour hag ar Strollad Poursuite, ennañ c’hoarierien, kanerien, dañserien ha sevenerien videoioù, a zo erru gant e eil bloavezh kenlabour, diwar tri.

Labour tommañ ar mouezhioù
Pleustradeg war al leurenn
Pleustradeg

Skolajidi ar c’hlasoù 5vet, 4vare ha 3de o deus kinniget digwener da noz, er Roudour, da heul ul labour a-stroll graet gant ar gelennerien abaoe an distro-skol, un abadenn a galite uhel war dem « An takad kreizdouarel, un takad eskemmoù pinvidik-mor », tro-dro da oberenn Romain Didier « Kanenn evit ur galon c’hlas / Cantate pour un cœur bleu ».

Oueskerien
Dougadennoù ouesk

An arvesterien a zo bet gounezet o c’halon da vat, kizidik m’int bet ouzh al labour graet gant an arzourien yaouank.

Aktourien
Daouad aktourien
Dañserezed
Arz ar jestroù

© Telegramm https://www.letelegramme.fr/finistere/saint-martin-des-champs/college-tanguy-prigent-les-eleves-ont-brille-au-roudour-27-05-2019

Skolaj Tangi-Prigent, deuet kaer gant ar skolajidi er Roudour