Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Pezh-c’hoari WAYNAK : ar pezh a lavar ar skolajidi diwar e benn

"Bet on e C’hoariva Montroulez d’ar Gwener 8 a viz Meurzh 2019, gant ar c’hlasadoù 3de, da welet Waynak El leur-draoñ e oan azezet." Awena

“Ur C’hoariva giz Italia eo C’hoariva Montroulez.”Waynak“a dalv”Pelec’h emaout ?" en arabeg. Mathieu

"Mall a oa warnon mont da welet ar pezh-c’hoari. Abaoe m’hor boa graet anaoudegezh gant unan eus ar c’hoarierien em boa muioc’h a c’hoant d’e welet." Emma

“Aon em boa ne gomprenfen ket pegoulz e cheñche tudenn, o vezañ ma veze c’hoariet pep tra gant ar memes c’hoarier.” Louis

“Laouen a-walc’h e oan o vont d’ar c’hoariva peogwir ne oan ket bet abaoe pell. Spi em boa da welet ur pezh-c’hoari mat, o kontañ istor un divroad, met kalz muioc’h a se e oa.” Daoud

“Kregiñ a ra an abadenn gant ur c’hoari war ar gouleier. Gwelet e vez neuze bommoù eus ar pezh a c’hoarvezo diwezhatoc’h, evel pa vije un teaser pe un dañvadenn. N’eus nemet div dudenn o komz hag o c’hoari war al leurenn. An holl dudennoù all (tud Lili, Moma, Laya) a vez graet anv diwar o fenn ganto o-daou, dre o eñvorennoù. Ne vez ket dezrevellet an traoù hervez red an amzer eta, pa vez kontet an istor a dammoù bihan dizurzh.” Mathieu

“Er senenn digeriñ (eñvorenn eus Lili) e weler un hent, bannet war ur skritell wenn. Al Lili a-vremañ a lavar emaint e-barzh ur bus. Desachet eo selloù Lili gant Naji. 13 vloaz eo ha hi 12 neuze. Tres a zo warnañ da vezañ bet bevet kalz avañturioù ha da vezañ skuizh. Mousc’hoarzhin a reont an eil d’egile. Mamm Lili n’eus ket rakvarnioù ganti. (…) Gant ar senenn-mañ e vez kinniget skoulm an itrik : ur gejadenn etre daou ved (…). Er senennoù da heul e vez diskouezet hentad iskis Naji hag ar pouez en deus bet war Lili.”. Titouan

“Istor ur bugel divroet eo. Dleet eo bet dezhañ kuitaat e vro, ar”Jasmin“dre ma veze bombezennet. Roet ez eus bet ur pellgomzer dezhañ gant e vamm-gozh, Moma : prenet he deus anezhañ dre werzhañ o aferioù (piano, radio, sommier…). Lavarout a ra dezhañ pellgomz dezhi pa vint e surentez.” Daoud

“A-raok dezhañ kuitaat e vro, e vez roet ur pellgomzer da Naji gant e vamm-gozh Moma. Lavarout a ra dezhañ engravañ he niverenn-bellgomz e donig-don e eñvor ha pellgomz dezhi en-dro pa vint e surentez.” Clément

“An divroidi eo tem ar pezh-c’hoari-mañ. Istor Naji eo, bevañ a ra gant e vamm-gozh Moma hag e c’hoar vihan Laya. Dleet o deus Naji ha Laya treuziñ ar mor kreizdouarel peogwir e oa brezel en o bro. Met kouezet eo Laya er mor. En em gavet eo Naji e-unan e Frañs.” Clara

“Istor Naji hag e c’hoar Laya eo. Dleout a reont tec’hout eus o bro, Bro-Jasmin. Beajiñ a reont war-zu Frañs, met Naji eo an hini nemetañ oc’h erruout. En em gavout a ra gant Lili ha gant he mamm er bus. Sikour a reont anezhañ da chom hep bezañ kontrollet. Gant familh Lili e vo roet bod da Naji e-pad un nozvezh : abred diouzh ar mintin e vo tec’het kuit. Un deiz bennak, koulskoude, e vo adkavet Naji gant Lili er skolaj. Dont a rint da vezañ mignoned.” Emma

“Er fin en deus Naji ur bellgomzadenn o kemenn dezhañ eo bet adkavet Laya e Bro-Itali. Mont a ra Naji da Itali eta.” Clara

“Souezhet on bet o welet war al leurenn un doare skramm a veze bannet outañ skeudennoù o kontañ beaj Naji. Da vareoù a zo e vije bet kredet e oamp e empenn Naji, dre ma veze gwelet ur foñs du a veze skrivet warnañ tamm-ha-tamm an anvioù”Moma“ha”Laya“. Stumm ar skramm-se a lakae ac’hanon da soñjal e-barzh pellgomzer hezoug Naji. Hag e gwirionez, e teue sklêrijenn outañ pa veze digejett niverenn Moma. Implijet e veze ar skramm-se evit treiñ pozioù Naji en arabeg.” Mathieu

“N’eo ket gwall laouen an tammoù a vez dizoloet istor Naji enno. Trist a-walc’h int. Met ar re ma vez Lili ha Naji o kaozeal an eil gant egile a vez farsus a-wezhioù. Me em eus kavet mat-tre an hini ma kont Lili da Naji ar pezh he deus desket diwar-benn Ulis, dreist-holl pa zrevez-hi ar Siklop eo bet toullet e lagad dezhañ : krial a rae evel pa vije-hi ar Siklop da vat.” Emma

“Ur pezh-c’hoari modern eo Waynak, n’eo ket suj ouzh redioù ar c’hoariva klasel (c’hoarvezout a ra e meur a lec’h, e meur a vare ha dezrevellet e vez e-lec’h ober). Stag-mat eo ouzh ar bed a-vremañ avat. Un akt nemetañ a zo e Waynak, ha daou aktour nemeto. C’hoari a reont war, dindan, e-kichen ur ponton. (…) Ar pezh a zo da dennañ diouzh ar pezh-c’hoari-mañ a vez lavaret en unan eus e senennoù :”Bezit emskiant eus an dud-se hag eus ar pezh a vevont“. Skeudenn ar Mor Kreizdouarel eo ar ponton, un dra pouezus-kenañ evit an divroidi. Ur vevenn zidruez eus un tu (miliadoù a zivroidi a goll o buhez ennañ bep bloaz), un diskoulm eus un tu all (…)” Titouan

“Dipitet on bet un tammig peogwir e soñjen e oa an dekor o vont da cheñch hag e vije muioc’h a dudennoù.” Manon

“Engortoz e oan e vije muioc’h a ober pe e rafe aon muioc’h.” Angharad

“Un deiz he deus klevet skrivagnerez ar pezh-c’hoari digant he merc’h e oa marvet eontr unan eus he c’hamaladezed diwar ur c’hrign-bev eus ar Bataklan.” Dleet he deus, neuze, displegañ dezhi petra e oa ar c’hrign-bev ha petra a oa c’hoarvezet er Bataklañ, en ur glask gerioù mat da lakaat he merc’h, yaouank, da gompren. Kroudigezh an abadenn-mañ a oa kroget e 2016, he fal a oa displegañ eeun da vugale petra e oa an divroañ. Bet eo e skolioù evit ober stalioù-labour gant bugale. Lod anezho o deus kontet o istor dezhi. A-wezhioù o deus dleet kuitaat o bro evit abegoù politikel, abegoù endro, ha kement a zo." Emma

"Soñjal a ra din e oa ar wezh kentañ din kavout mat ur pezh-c’hoari. Fromus-kenañ e oa, o tiverrañ a-zoare buhez miliadoù a dud a lak o buhez en arvar evit klask kaout unan welloc’h e Frañs. (…). Ur soñj vat e oa lakaat ac’hanomp da gejañ ouzh an aktourien, evit ar re n’o dije ket komprenet mat lodennoù a zo eus ar pezh, pe evit ar re o doa goulennoù da sevel. C’hoariet e vez ar pezh-mañ evit lakaat ur soñj a beoc’h da dremen, evit kinnig deomp degemer ar re all." Aïline

“Din-me eo pal ar pezh-mañ lavaret e c’hell tud a zo kompren mat-tre an divroidi, tra ma c’hell chom serr-mat reoù all outo.” Noelie

“Kridienniñ a raen mareoù a zo peogwir e oa kreñv ha gwirion ar pezh a lakaent da dremen.” Matthieu

“Diskouez a ra deomp ar pezh-mañ pegen diaes eo bezañ un divroad pe un den eo aet e vro da vruzhun.” Daoud

“Kavet em eus mat ar c’hoariva hag istor Naji. Trist a-walc’h e oa ha fromet on bet a-wezhioù, evel pa goll e c’hoar ha pa fell dezhañ he adkavout kousto pe gousto. Dre chañs e oa mareoù farsus ivez, evel pa c’hoari mell-droad gant Lili. Dipitet bras on bet tro ar fin ivez, siwazh, peogwir em bije karet e vije adkavet Lili gant Naji er fin hag e c’hellje pellgomz da Voma.” Xinia

“Plijet on bet gant Waynak, dedennus e oa ha c’hoariet brav eo bet rol Lili.” Marine

"Plijet-mat on bet gant an abadenn-mañ. Dedennus-kenañ em eus kavet anezhañ. Lakaat a ra ac’hanomp d’en em soñjal, da gompren hon eus kalz chañs. Ur sujed a-vremañ eo an divroañ, kavet em eus mat e vije graet un abadenn diwarnañ. Barrek-mat e oa an daou aktour. Plijet on bet gant aergelc’h an abadenn, ha gant he fin." Matthew

"Dedennus-tre e kavan an istor, skrivet mat-tre ha c’hoariet mat-tre. Ouzhpenn e tiskouez mat an abadenn-mañ pegen diaes eo en em ober ouzh ur vro n’anavezer ket." Juliette

Kejadenn gant aktourien Waynak Gwel eus ar C'hoariva a-raok penn kentañ an abadenn