Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Kejadenn gant an aktour Benoît Seguin

D’ar Merc’her 6 a viz Meurzh 2019 o deus tremenet an holl skolajidi 3de klas ur prantad a-zoare gant an aktour Benoît SEGUIN. Ambrouget e oa gant Maëla QUERREC, ezelez eus skipailh C’hoariva Montroulez.

Kejadenn gant Benoît Seguin

Ezel eus ar gompagnunez LOBA, renet gant Annabelle SERGENT, eo Benoît SEGUIN. Ganto eo bet savet ar pezh WAYNAK a yelo ar skolajidi d’e welet digwener a zeu 8 a viz Meurzh. Komzet en deus Benoît dezho eus e vicher aktour, eus e labour war an destenn ha gant al leurenner.

Labouret o deus ar skolajidi war testenn WAYNAK.

Youlek ha dedennet ar skolajidi
Labour war an destenn

Gant an dalc’h-se o deus prientet mat an abadenn c’hoariva a vo gwelet ganto digwener a zeu.