Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Ar c’hlas ULIS

Er skolaj Tangi-Prigent e vez graet kement tra ret evit ma c’hello ar skolajidi dezho ezhommoù ispisial bezañ skoliataet eus ar gwellañ, pe e vije war dachenn ar gouiziegezhioù, pe war hini ar barregezhioù pe c’hoazh war hini an darempredoù. Ur perzh eus ar pouezusañ eo an enperzhiañ evidomp.

Ar skolajidi skoliataet e-barzh ar c’hlas ULIS o deus kudennoù anaoudel pe veiz, strafuilhoù lavar pe strafuilhoù deskiñ ispisial, strafuilhoù aloubus eus an diorren (an aotegezh en o zouez), strafuilhoù gant o arc’hwelioù loc’hañ, strafuilhoù gant o arc’hwelioù klevet, strafuilhoù gant o arc’hwelioù gwelet pe strafuilhoù lies kevredet (nammoù lies pe kleñvedoù nammus).

Gant ar Bodadoù evit Gwirioù hag Emrenerezh an dud Nammet (CDAPH) e vez divizet heñchañ ur skolajiad war-zu un ULIS, el lec’h ma c’hello kenderc’hel, ebarzhet, gant e zeskadurioù. Ar re-se a zo azasaet diouzh ar pezh a vo gouest d’ober ha diouzh e ezhommoù. Gellout a ra tapout barregezhioù a-fed darempredoù ha danvezioù-skol, memes pa vez berr ar pezh a zesk.

Ar stignadoù ULIS a zo stignadoù ma c’hell bezañ lakaet e pleustr Raktresoù Skoliata Hiniennel (PPS).

Ouzhpenn ar pezh a vez aozet hag azasaet evito gant ar skipailhoù pedagogel hag ouzhpenn an diarbennoù kempouezañ, ar skolajidi heñchet war-zu an ULIS eo ar re o deus ezhomm da gaout ur gelennadurezh graet diouto e-barzh strolladoù ha ne c’hellont ket, abalamour d’o namm, bezañ skoliataet penn-da-benn en ur c’hlas normal.

Pep skolajiad skoliataet en ULIS en do tro, hervez ar pezh a vo gouest d’ober, da gemer perzh e-barzh amzerioù skoliata e-barzh ur c’hlas eus ar skolaj, el lec’h ma c’hello deskiñ danvezioù-skol gant ul lusk tost ouzh hini ar skolajidi all.

Mammenn : Eduscol.