Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

UNSS (UBSS = Unaniezh Vroadel ar Sport er Skolioù)

UBSS e Santeg : ur c’haer a zevezh !

D’ar Merc’her 2 a viz Here e oa an devezh UBSS e Santeg. Un dro vat da dennañ gounid eus an draezhenn evit ober warni obererezhioù sport liesseurt, met ivez da reiñ d’ar skolajidi un tañva eus ar seurf. Kentel seurfiñ Deroù war ar seurf Seurf e Santeg Trugarez d’an Itr. Morvan ha d’an Ao. (...)

Pass’Sport

Pass’Sport zo ur stignad a ya en-dro abaoe ar 1añ a viz Gwengolo. E bal eo sikour ar re yaouank oadet eus 6 da 18 vloaz d’ober sport e-barzh ur c’hleub, gant m’o dije droed da gaout ar Skorenn distro-skol (ARS), ar Skorenn desevel ur bugel nammet (AEEH) hag ar re yaouank lakaet en o zra o deus droed (...)

Devezh ar sport er skol

Devezh broadel ar sport er skol en deus graet berzh bras d’ar Merc’her 22 a viz Gwengolo, dindan heol kaer Santeg… 33 skolajiad o deus kemeret perzh brav en anv hor skolaj en devezh brudañ ar sport er skol-se ! Tro-ha-tro o deus gellet kemer perzh e-barzh stalioù Mölkky, sandball, beach soccer, (...)

UBSS : Badminton

1añ devezh badminton e Montroulez. 14 skolajiad eus Tangi-Prigent a oa o kemer perzh e anv hor skolaj… IMG_49081001 IMG_49101001 IMG_49051001 IMG_49061001 Ar gourfennoù hag ar c’hrogadoù rummata a zo bet d’ar Merc’her 16 a viz Meurzh Er rummad bidoc’hig merc’hed o deus echuet Alexia hag (...)