Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

An hentenn vrezhonek

Amañ kevret e kavoc’h un diaporama o kinnig hentenn divyezhek ar skolaj Tangi-Prigent.

Emgav a-benn miz Gwengolo 2019 !

Ar skipailh pedagogel hag ar renerezh

Ar skolajidi er post bihan !!! Amañ dindan, liamm war-zu an abadennoù radio graet e 2020-2021 a vez klevet skolajidi eus an hentenn enno :

  Abadenn 1 – 3de klas (2020-2021) https://www.arvorigfm.com/vars/depot_podcast/TEG%20Skolajidi%20Meskoad%20&%20Sant%20Martin%2017052021.mp3

Meur a dra enni : bilañs eus keleier ar bloavezh a zo o paouez echuiñ, kronikenn ur skolajiadez diwar-benn an abadenn-tele Koh-Lanta, sketch daou skolajiad o kontañ trubuilhoù div dudenn farsus, pennad-kaoz gant ur skolajiadez a gont troioù tud eus he familh e-pad brezelioù-bed ar c’hantved tremenet.

  Abadenn 2 – 5vet klas (2020-2021) https://www.arvorigfm.com/vars/depot_podcast/DDA%20Kann%20al%20Loar%2018082021.mp3

Enni un aridennad sketchoù farsus savet gant ar skolajidi o-unan diwar troioù-lavar brezhonek.

Abadenn 3 – 4e klas (2020-2021) https://arvorigfm.com/vars/depot_podcast/TEG%20Piknik%20pad%20ar%20brezel%2024082021.mp3     Diazezet eo war ur pezh-c’hoari eus 1952 gant Fernando Arrabal « Pik-nik ’pad ar brezel », lakaet e brezhoneg gant Tremeur Bourlez er bloavezhioù 1970. Kontañ a ra istor Zapo, ur soudard hag a bed e dad hag e vamm d’ober ur pik-nik… war an talbenn, e-kreiz ar bombezadegoù. Dre senennoù etre fent ha flemmskrid e taol ar skrivagner ur sell dic’hortoz war ar Brezel Bras.

Pennad an Telegram diwar-benn an abadennoù-mañ : https://www.letelegramme.fr/finistere/saint-martin-des-champs/les-troisiemes-du-college-tanguy-prigent-de-saint-martin-des-champs-de-la-filiere-bilingue-breton-sur-arvorig-fm-19-06-2021-12772399.php

Teulioù da bellgargañ